Nick Cave and the Bad Seeds

Nick Cave and the Bad Seeds war al leurenn

Nick Cave and The Bad Seeds a zo ur strollad sonerezh rock. Ar sonerien a gaver ennañ a zeu eus broioù disheñvel. Savet eo bet e 1984 gant daou aostralian bet e-barzh The Birthday Party : Nick Cave ha Mick Harvey. Er penn-kentañ e oa ivez Blixa Bargeld (ezel eus Einstürzende Neubauten), Barry Adamson (bet soner gitar boud e-barzh Magazine) hag ar gitrarour aostralian Hugo Race. Anita Lane a gemeras perzh er raktres ivez : komzoù a skrivas. Pladenn gentañ ar strollad, From Her To Eternity a zeuas er-maez e 1984. Awenet gant ar post-punk e oa e penn-kentañ (Tender Prey) a-raok kemm war-zu ar rock-arnodiñ (Push the Sky Away, Ghosteen), goude ur prantad eeunek (No More Shall We Part) hag unan all awenet gant rock ar c'harrdioù (Dig, Lazarus, Dig!). 17 albom o deus graet. Nick Cave and the Bad Seeds a weler er film Der Himmel über Berlin, bet sevenet gant Wim Wenders e 1987.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy